Aroumaneg

An aroumaneg (limba armãneascã, armãneshce, armãneashti, rrãmãneshti) zo ur yezh indezeuropek eus skourr ar yezhoù romanek. Komzet e vez e Gevred Europa. E Gres emañ ar braz eus an aroumanegerien o vevañ hag un toullad anezho zo ivez en Albania, Bulgaria, Serbia hag e Makedonia an Norzh.

Sede pelec'h e vez komzet aroumaneg.

Kar a-dost eo an aroumaneg d'ar roumaneg, a-fet ar vorfologiezh hag ar sintaks, ha dont a ra ar braz eus e c'heriaoueg eus al latin. Muioc'h eo bet levezonet ar roumaneg gant ar yezhoù slavek avat, tra m'eo bet levezonet an aroumaneg, diouzh e du, gant ar gresianeg a-hed e istor.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search